0/5

0 avis

Abadenn gant Erik Neveu

Localisation : Skourr LAA e Kawan
Catégorie : Causeries
Adresse : Hent Jean Monnet (Ti ar Vro)
Ville: Kawan
Conditions : Digoust

- Le 23/05/2018

Mai 68 par celles et ceux qui l'ont vécu

Mae 68, hanter-kant bloaz diwezhatoc'h... Komzet e vez alies eus darvoudoù an amzer-se c'hoazh, met piv oar penaos oa cheñchet buhez milionoù a dudboutin d'ar c'houlz-se ?

Al levr

A-benn lakaat war wel ul lodenn a-bouez eus an istor o deus embannadurioù L'Atelier ha Mediapart klasket adkavout testenioù an dud. Ouzhpenn 300 den dizanv eus prantad Mae-Even 1968 o deus respontet dezho ha kaset testennoù, fotoioù ha teulioù a bep seurt.

Ur bugel eus ar banlevioù komunour, ur skolajiadez eus ar c'harterioù pinvidik en he zavañjer, ur studier war ar c'hoariva a orin aljerian, ur junter, ur c'helenner er skolaj, ur werzhourez eus ar PTT, ur frammerez oc'h ober ur staj e bed ar sinema, ur metalour e-barzh ul labouradeg otoioù, ur soudard yaouank, un aluzenner, un teknisian war ar son en ORTF, rener un ti sevenadurel, un henthouarnour...

Liammet an eil re gant ar re all, o istorioù a za da sevel ur freskenn o taolenniñ un amzer dremenet na vez ket klevet alies, met chomet bev-mat avat. Ar pajennoù-mañ a zo roudoù dibar eus ar pezh e oa bet miz Mae 1968 evit an dud vunut.

Pal la levr ? Reiñ ar gaoz da vouezioù all, da veizhegezhioù all eus miz Mae 68 !

Klevet e vo amañ neuze a bep seurt tud o komz, ha n'eo ket an dud a-bouez hag ar prezegennoù ofisiel nemetken. Un istor savet a-stroll, un istor bevet gant an dud, un istor kizidik, war an dachenn foran, politikel ha sokial, met ivez war an dachenn brevez, diabarzh.

Dibabet eo bet tammoù an ouzhpenn 2000 pajennad testennoù dastumet gant tri c'helenner skol-veur arbennik war darvoudoù miz Mae 68 : Christelle Dormoy-Rajramanan, Boris Gobille hag Erik Neveu (kelenner war ar skiantoù politikel e-barzh skipailh CNRS Arènes ha kelenner e « Sciences Po » Roazhon) a zeuio da ginnig al labour bet kaset da benn ganto ha lakaat war wel darvoudoù ar prantad-se e Breizh

Merc'her 23 a viz Mae2018da8e30 nozTi ar Vro, e Kawan

  • Kinniget e vo deoc'h al levrMai 68 par celles et ceux qui l'ont vécuembannet gant Éditions de L'Atelier ha Mediapart e miz Meurzh 2018

  • Eskemmoù gant Erik Neveu (kelenner e « Sciences Po » Roazhon) – e galleg

Suggestions

Sélection : Causeries bzhVoir tous les documents

Abadenn gant Erik Neveu |

Abadenn gant Erik Neveu

Localisation Skourr LAA e Kawan | Catégorie Causeries

Mai 68 par celles et ceux qui l'ont vécu   Mae 68, hanter-kant bloaz diwezhatoc'h... Komzet e vez alies eus darvoudoù an amzer-se c'hoazh, met piv oar penaos oa cheñchet buhez milionoù a dud...

Passé

40 bloaz Diwan |

40 bloaz Diwan

40 bloaz eo Diwan ! Emgav gant Fanny Chauffin 40 bloaz eo ar skolioù Diwan. Dre ar skolioù-se eo chomet bev ar brezhoneg ha broudet eo bet ar birvilh arzel ha sevenadurel e Breizh. Diskoueze...

Passé

"Pour la suite du monde" ur film savet gant Pierre Perrault |

"Pour la suite du monde" ur film savet gant P...

Localisation Skourr LAA e Kawan | Catégorie Projection

Pour la suite du monde... D'ar 6 a viz Gwengolo 1535 e oa erruet an ergerzhour gall Jakez Karter war aodoù un enezenn eus ar stêr Saint-Laurent, un enezenn warni gwez liesseurt, evel ma skriv...

Passé

"Celticismes : les Gaulois et nous", gant Francis Favereau |

"Celticismes : les Gaulois et nous", gant Fra...

"Celticimes : les Gaulois et nous" Anavezout gwelloc'h a raer ar c'heltiek kozh bremañ, dre ar furchadennoù arkeologel da gentañ, ha dre an embannadurioù niverus war an danvez-se, enno kant g...

Passé

Diskouezadeg"Tous mes droits de l'enfant !" |

Diskouezadeg"Tous mes droits de l'enfant !"

Localisation Antenne BCA de Cavan | Catégorie Exposition

Diskouezadeg "Tous mes droits d'enfant ! " Normal 0 21 false false false FR X-NONE X-NONE ...

Passé

Mizvezh an teulfilmoù |

Mizvezh an teulfilmoù

Open the Boarder / Mikael Baudu   Miz C'hwevrer 2016. Evit an dekvet gwech e klask Saif, Seve ha Tarik treuziñ Mor Ege. Ar wech-mañ e vo an hini mat. Ur sizhun goude e tegouezhont en Idomeni...

Le Peuple interdit / Alexandre Chartrand Teulfilm kentañ Alexandre Chartrand eo Le peuple interdit . Abaoe 2014 o deus ar Gatalaniz aozet manifestadegoù ramzel, savet ur referandom enepl...

Passé

Abaoe pegoulz e vez skrivet e brezhoneg ? |

Abaoe pegoulz e vez skrivet e brezhoneg ?

Marteze e plijfe deoc'h gouzout :   Eus a belec'h e teu ar brezhoneg ?   Pegoulz e oa bet skrivet e brezhoneg evit ar wech kentañ ?   Peseurt testennoù brezhonek a gaver da c'houde a-hed ar ...

Passé

Kan.bzh : follenoù-nij hag hengoun dre gomz |

Kan.bzh : follenoù-nij hag hengoun dre gomz

Kan.bzh : follennoù-nij hag hengoun dre gomz Plijet oc'h bet gant diaz roadennoù ar follennoù nij kavet war Kan.bzh ? Neuze e vezoc'h plijet-bras c'hoazh gant an arload a ginnig deoc'h bremañ...

Passé

Sélection : Actualités bzhVoir tous les documents

Chargement des enrichissements...

Avis des lecteurs