0/5

0 avis

"Pour la suite du monde" ur film savet gant Pierre Perrault

Localisation : Skourr LAA e Kawan
Catégorie : Projection
Adresse : Ti ar Vro
Ville: Kawan
Conditions : 8e30noz

- Le 17/01/2018

Pour la suite du monde...

D'ar 6 a viz Gwengolo 1535 e oa erruet an ergerzhour gall Jakez Karter war aodoù un enezenn eus ar stêr Saint-Laurent, un enezenn warni gwez liesseurt, evel ma skriv-eñ en e levr-bourzh « plusieurs couldres : et pour ce la nommasmes l'ysle es Couldres ». En ur reiñ anvioù d'an inizi ha d'ar ribloù en e levr beaj, en ur taolenniñ ar gweledvaoù hag an annezidi, e teu Jakez Karter da dresañ an tiriadoù ha da vezañ kentañ barzh ar vro war ar memes tro.

Pierre Perrault (Montréal 1927 – L' Isle aux Coudres 1999) a zo bet skoet e spered gant ar skridoù-se. Etre 1955 ha 1968 ez a Perrault war roudoù Jakez Karter : menegiñ a ra e skridoù ha levezonet e vez ganto e-barzh ar raktresoù savet gantañ evit ar radio hag ar sinema. N'eo ket souezhus neuze klevout, evit digeriñ filmPour la suite du monde,gerioù levr-bourzh Jakez Karter lennet gant Alexis Tremblay. Evit ar filmaozer ez eo Alexis Tremblay arouez furnez al levrioù hag hini kened al lavar hag ar gomz war ar memes tro.Enkorfañ a ra Alexis anaoudegezh hendadel ur bed en arvar, ur bed disoñjet ha kollet war un enezenn e-lec'h ma tiskouez an amzer bezañdifiñv.

Gant trifezh « l'île aux Coudres » en deus ar filmaozer kebekad ijinet ar « sinema war-eeun », mare a-bouez evit istor modern ar sinema. Dilezet e vo an addispleg hag ar vouezh off, implijet e vo son al lec'h ha roet ar gaoz d'an tudennoù war-eeun : lakaet e vo ar c'hamera tost ouzh ar c'horfoù hag ouzh an oberoù. Ur filmaozer, ur barzh hag ur skrivagner eo Pierre Perrault, unan e-touez brasañ arzourien Bro-Gebek.

Gouestlet en deus da annezidi l'île aux Coudres, er Saint-Laurent, un oberenn sinema, teir lodenn enni, he deus cheñchet doareoù ar sevel teulfilmoù. Etre 1963 ha 1968 eo en deus filmet Pour la suite du monde, Le Règne du jour, ha Les Voitures d'eau.

Er film Pour la suite du monde,en deus kinniget Perrault da annezidi an inizi adsevel un abadenn besketa hengounel, hini ar morhoc'h du, a oa bet dilezet abaoe ar bloavezhioù 1920. Birvidigezh an annezidi, an tudennoù ruspin ha gae, ar c'henskoazell etre ar remziadoù, ar preder diwar-benn perzhioù mat ha fall an araokadennoù, ha taolenn fromus ar bronneg bras ha gwenn bet tapet gant ar besketourien, az a d'ober eus Pour la suite du monde unan eus kaerañ filmoù ar bed !

Evit mont pelloc'h ganti

Suggestions

Sélection : Causeries bzhVoir tous les documents

Abadenn gant Erik Neveu |

Abadenn gant Erik Neveu

Localisation Skourr LAA e Kawan | Catégorie Causeries

Mai 68 par celles et ceux qui l'ont vécu   Mae 68, hanter-kant bloaz diwezhatoc'h... Komzet e vez alies eus darvoudoù an amzer-se c'hoazh, met piv oar penaos oa cheñchet buhez milionoù a dud...

Passé

40 bloaz Diwan |

40 bloaz Diwan

40 bloaz eo Diwan ! Emgav gant Fanny Chauffin 40 bloaz eo ar skolioù Diwan. Dre ar skolioù-se eo chomet bev ar brezhoneg ha broudet eo bet ar birvilh arzel ha sevenadurel e Breizh. Diskoueze...

Passé

"Pour la suite du monde" ur film savet gant Pierre Perrault |

"Pour la suite du monde" ur film savet gant P...

Localisation Skourr LAA e Kawan | Catégorie Projection

Pour la suite du monde... D'ar 6 a viz Gwengolo 1535 e oa erruet an ergerzhour gall Jakez Karter war aodoù un enezenn eus ar stêr Saint-Laurent, un enezenn warni gwez liesseurt, evel ma skriv...

Passé

"Celticismes : les Gaulois et nous", gant Francis Favereau |

"Celticismes : les Gaulois et nous", gant Fra...

"Celticimes : les Gaulois et nous" Anavezout gwelloc'h a raer ar c'heltiek kozh bremañ, dre ar furchadennoù arkeologel da gentañ, ha dre an embannadurioù niverus war an danvez-se, enno kant g...

Passé

Diskouezadeg"Tous mes droits de l'enfant !" |

Diskouezadeg"Tous mes droits de l'enfant !"

Localisation Antenne BCA de Cavan | Catégorie Exposition

Diskouezadeg "Tous mes droits d'enfant ! " Normal 0 21 false false false FR X-NONE X-NONE ...

Passé

Mizvezh an teulfilmoù |

Mizvezh an teulfilmoù

Open the Boarder / Mikael Baudu   Miz C'hwevrer 2016. Evit an dekvet gwech e klask Saif, Seve ha Tarik treuziñ Mor Ege. Ar wech-mañ e vo an hini mat. Ur sizhun goude e tegouezhont en Idomeni...

Le Peuple interdit / Alexandre Chartrand Teulfilm kentañ Alexandre Chartrand eo Le peuple interdit . Abaoe 2014 o deus ar Gatalaniz aozet manifestadegoù ramzel, savet ur referandom enepl...

Passé

Abaoe pegoulz e vez skrivet e brezhoneg ? |

Abaoe pegoulz e vez skrivet e brezhoneg ?

Marteze e plijfe deoc'h gouzout :   Eus a belec'h e teu ar brezhoneg ?   Pegoulz e oa bet skrivet e brezhoneg evit ar wech kentañ ?   Peseurt testennoù brezhonek a gaver da c'houde a-hed ar ...

Passé

Kan.bzh : follenoù-nij hag hengoun dre gomz |

Kan.bzh : follenoù-nij hag hengoun dre gomz

Kan.bzh : follennoù-nij hag hengoun dre gomz Plijet oc'h bet gant diaz roadennoù ar follennoù nij kavet war Kan.bzh ? Neuze e vezoc'h plijet-bras c'hoazh gant an arload a ginnig deoc'h bremañ...

Passé

Sélection : Actualités bzhVoir tous les documents

Chargement des enrichissements...

Avis des lecteurs