0/5

0 avis

skrilh a lavaras Sut ! (Ar) : (ha hi seven c'hoazh) : barzhonegoù

Livre

Thorel, Yann-Varc'h. Auteur | Verot, Mael. Illustrateur

Edité par Aber. Landeda - 2015

"Ur mignon 'm eus e Beijing. Bihan-tre eo e di. Tri fezh zo ennañ. Bihan eo an daou bezh sko ouzh an hanternoz hag ouzh ar c'hreisteiz. Ken bihan all eo ar pezh kreiz. Ennañ avat e vev skrilhed. Poazhañ a ra riz da alej dezho e pladoù porselen-Sina. Ha dour e skudelloù porselen ken bras hag ivin ho piz-bihan, livet warno bleunioù ha geotennoù... P'o devez debret hag evet o gwalc'h e kanont a-heligentañ. Amañ e Breizh e werzher er stalioù skrilhed a vagadoù d'ober boued d'an naeron ha da amprevaned all... Hiraezh a vag skrilh va c'halon da di bihan va mignon." Da adkavo ar skrilh vihan levenez he annez kent e bed hud ar barzh hag al livour, ennañ tro-ha-tro fent ha from, krizder a-wechoù, dudi ha barzhoniezh bepred !

Chargement des enrichissements...

Avis des lecteurs